- Bienvenue dans notre école

                                                          

                

Un film en breton - Ur film e brezhoneg

AZUR HAG ASMAR
 
De Michel Ocelot
2006 / 1h39 / France, Belgique, Espagne, Italie
Diaphana Films
Version bretonne doublée par Dizale et
diffusée par Daoulagad Breizh

 
Un tu bennak e Europa, pell amzer zo er Grenn Amzer, ‘vez ur vaouez, Jenane, a orin eus ar Magreb, o luskellaat daou boupig. Mab aotrou ar c’hastell en deus anvet Jenane da vagerez eo Azur, ar melegan e zaoulagad glas. Mab Jenane eo Asmar, an duard e zaoulagad du. Ur vugaleaj evurus a vevont asambles, oc’h ebatal hag oc’h en em bilat, an eil o karout egile, an eil hag egile o vezañ bamet gant ur vojenn a vez kontet difaezh dezho gant Jenane. Kaoz ‘z eus enni eus ur « voudigez an djinned » a vije dalc’het e tu all ar mor, bac’het en ur gaoued strink, ha hi o c’hortoz dic’hoanag donedigezh ur priñs a eurejo anezhi goude bezañ he dieubet.
Siwazh e tiviz tad Azur kas Jenane hag Asmar d’o bro en-dro.
Azur zo erru bras ha n’en deus ket ankouaet ar voudigez kevrinus. Ober a ra e soñj da vont war-glask anezhi, setu m’en em gav en dro gant Asmar, a zeu d’e heul evit treuziñ an douaroù hud, ‘zo en o c’hreiz dañjerioù koulz ha marvailhoù. An daou vreur mager zo chomet bep e soñj ganto da eurejiñ boudigez an djinned. Ken hardizh int an eil hag egile, ha ne chomont ket da dortal pa ‘z eus anv da vont a-benn d’an enebourien a sav war o hent…
E penn-diwezhañ o beaj e kavo pep hini boudigez e hunvreoù. Met bravoc’h c’hoazh eo ar pezh a vo kavet gant an daou baotr, da laret eo ar c’hempouez hag ar c’henemglev.

Il y a bien longtemps, quelque part dans l’Europe du Moyen âge, deux bébés sont bercés par Jenane, une femme d’origine maghrébine. Azur, le blond aux yeux bleus, est le fils du châtelain qui emploie Jenane comme nourrice. Asmar, le brun aux yeux noirs, est le fils de Jenane. Ils passent une enfance heureuse, se battent et s’aiment comme des frères et tombent ensemble sous le charme d’une légende que leur conte inlassablement Jenane. Il y est question d’une « fée des djinns », retenue captive dans une cage de cristal au-delà des mers, attendant désespérément le prince qui l’épousera après l’avoir délivrée.
Mais le père d’Azur renvoie brutalement Jenane et Asmar dans leur pays. 

Devenu grand, Azur reste marqué par cette fée mystérieuse. Il décide de partir à sa recherche et retrouve Asmar, qui se joint à lui pour traverser les terres magiques, recelant autant de dangers que de merveilles. Chacun des deux frères de lait ambitionne toujours d’épouser la fée des djinns. Rivalisant d'audace, ils n'hésitent pas à braver les ennemis qui se dressent sur leur route...

Au terme du voyage, chacun trouvera la fée de ses rêves. Mais ce que les deux garçons découvriront de plus important, c’est l’harmonie et la complémentarité.


Prix du meilleur long métrage d'animation au Festival International du Film d'Animation de Stuttgart 2007.